E brezhoneg
Kantadoù a realizatourien·ezed a zo deuet da skrivañ o film evit ar sinema war Aod ar Mojennoù – un endro vat evit ar faltazi. Krouet e 2006, deuet eo Le Groupe Ouest, staliet e Plouneour- Brignogan, da vezañ ul lec’h n’heller ket ober heptañ war ar sevel danevelloù en Europa.
Petra ‘vez graet gant Groupe Ouest ?
-
Stummañ oberourien·ezed evit skrivañ o senario(ioù) e atalieroù kaset da benn gant senaristed a-vicher.
-
Broudañ ar c’hlask war ar c’hontañ hag ar c’hrouiñ istorioù faltazi gant ar StoryTANK, o vodañ evit an dra-se senaristed ha klaskerien·ezed a vetoù liesseurt (matematik, filozofiezh, sokiologiezh, neuroskiantoù…)
-
Keveliñ bed ekonomikel ar Rannvro gant diorren ar sinema e Breizh.
Filmoù bet ijinet amañ
- Selektadenn ar bloaz
Eizh raktres film-hir ambrouget bep bloaz - LIM | Less is More
Program referañs en Europa evit diskoachañ ha stummañ filmoberourien·ezed yaouank war ar vicher (1añ > 3de film-hir) - Groupe Ouest Développement
Stummadurioù evit diorren raktresoù film-hir, berr pe heuliad TV / web - Ar Rak-skrivañ danevelloù
Atalieroù gant ul labour fetis ha broudus evit digoriñ norioù an ijin hag an awen a-raok stagañ gant ar “skrivañ”. Kenaozet zo bet lod gant kevelerien a Europa, hag amprouet lod all e Groupe Ouest gant Arte. Ar pezh a ra dibarded ar workshops Rak-skrivañ eo implij hag arnodiñ teknikoù divoutin, o fal ledanaat boazioù labour an oberourien·ezed. Evit an dra-se ‘vez kreñvaet o ouestoni da grouiñ ha santout opsionoù danevelliñ dic’hortoz, lañsus hag a zoug ur ster don. Gant degas redioù kerkent hag ar Rak-skrivañ e c’heller kreñvaat kalon ha framm ar raktres skrivañ, met ivez mouezh ar filmoberour·ez, ha neuze reiñ muioc’h a chañsoù d’ar raktres bezañ gwelet ha kaset da-benn ar buanañ ar gwellañ.
Evit piv ?
Digor eo an atalieroù d’an dud c’hoant ganto kregiñ ‘barzh ur raktres film faltazi (oberour·ez, realizatour·ez, produktour·ez). An dud gant skiant-prenet war dachenn ar c’hleweled (sinema, web, TV, etc.), an arvestoù bev, al lennegezh, an arzoù plastik a c’hall emstrivañ. Dalc’het e vez an atalieroù e galleg pe e saozneg.
Hiziv e weler ur fenomen kevredigezh gant ar filmoberourien·ezed yaouank, ur seurt jourdoul krouiñ gante, kreñvaet c’hoazh gant enkrez ha goulennoù diwar-benn an dazont, al liesseurter sevenadurel, an endro gwallgaset, an digresk war an arc’hantaouiñ… Doareoù nevez zo da welet ar broduksion hag ar pazennoù da heul, gant ar binvioù niverel filmañ ha tretiñ ar skeudennoù diwezhañ : e kalon filozofiezh Groupe Ouest, emañ ivez ober eus ar strishadurioù budjedel ul loc’h krouiñ ha donaat al labour skrivañ.
Ur bodad kevelerien
Soutenet eo Groupe Ouest eus an tu publik gant Rannvro Breizh, Departamant Penn-ar-Bed, Kumuniezh Lesneven-Aod ar Mojennoù hag ar CNC. Un drederenn eus e vudjed a teu eus Unvaniezh Europa (program MEDIA). E-touesk ar gevelerien emañ ivez Crédit Agricole Penn-ar-Bed evit an drederenn ziwezhañ.